Al lestr eus al linenn, pe batimant eus al linenn pe lestr linenn a zo bet al lestr brezel zo bet diazez ar brezel war vor etre ar morluoù european, eus deroù an XVIIvet betek kreiz an XXvet. E berzh pennañ a oa en em gannañ dreist-holl gant e ganolioù, e-skoaz al listri a oa a-raok a implije an arsailh bourzh-ouzh-bourzh, pe a gentraoue o enebour. Implij ar ger "linenn" en e anv a zeu eus o doare d'en em gannañ e linennoù emgann. Listri ur strollad-listri a verdee a-steud, ar pezh a roe o zu dezhe d'implijout o c'hanolioù dre zigoroù o c'hostezioù diouzh ar gwellañ hag a zigreske ar riskl da dennañ an eil re war ar re all. Adalek an Eil Brezel-bed e tigreskas pouez al listri eus al linenn, hobregonet hiviziken, dirak hini an dougerien kirri-nij, a oa gouest da dizhout palioù kalz pelloc'h a-drugarez d'an nijerezed.
An diwezhañ lestr eus al linenn a oa savet a oa ar morreder emgann HMS Vanguard eus ar Royal Navy. Boulc'het e oa e 1941 ha lakaet er mor e 1944. Implijet e oa adalek 1946 ha kemera reas perzh e kalz kefridioù gweladennoù er C'hommonwealth gant ar roue hag ar rouanez en e vourzh. E 1949 e oa lestr amiral ar Royal Navy er Mor Kreizdouar. E fin ar memes bloavezh e oa eoriet ouzh ar c'hae e tachenn ar morlu e Portland, hag e oa implijet evel ponton skol. Kondaonet e oa e 1959 ha distrujet.